Deiziad krouiñ | 5 Meu 1920 |
---|---|
Titl | 조선일보 |
McCune-Reischauer romanization | Chosŏn Ilbo |
Revised Romanization | Joseon Ilbo |
Stad | Korea ar Su |
Ideologiezh politikel | national conservatism |
Sez sokial | Seoul |
Bro orin | Korea ar Su |
Yezh an oberenn pe an anv | koreaneg, saozneg, yezhoù sinaek, japaneg |
Newspaper format | broadsheet |
Lec'hienn ofisiel | https://www.chosun.com/ |
Chosun Ilbo (hangeul : 조선일보 ; hanja : 朝鮮日報 "Pemdeziek Korea") zo unan eus teir c'hazetenn bemdeziek vrasañ Korea ar Su.
Krouet eo bet er bloaz 1920 gant Sin Sogu, he c'hentañ prezidant o vezañ Jo Jin-Tae, just war-lec'h emsavadeg ar 1añ a viz Meurzh 1919 a-enep dalc'hidigezh Korea gant Japan. Mirour eo he zu politikel.
Gant e embregerezh Digital Chosun e ra Chosun Ilbo war-dro al lec'hienn gelaouiñ Chosun.com hag a ro tro da lenn a gazetenn en-linenn e saozneg, e sinaeg hag e japaneg.
Chosun.com zo bet lakaet da lec'hienn-gelaouiñ gentañ Korea ar Su gant Rankey.com, al lec'hienn gorean enklask war ar Genrouedad.
Er gazetenn c'hall Courrier international e kaver troidigezh lod testennoù bet embannet e Chosun Ilbo.